Ul label nevez gant Coop Breizh

Ul label nevez gant Coop Breizh

Savet en deus Coop Breizh ul label nevez anvet "Avel Gornog" evit levrioù bed ar mor. Ul label evit ar yaouank en doa bet krouet gant an ti embann breizhat : Beluga. Erwann Chartier war al label : « Avel Gornog a gomzo diwar an dachenn mor a bezh : istor, tudoniezh, éekonomiezh, luc'hskeudennoù... N'eus ket ken a embannadaurioù tachenn mor, ret e oa Coop Breizh krog e-barzh. En amzer da zont Avel Gornog a zeuio un ti embann war eeun. Pevar pe pemp levr dre vloaz hon bije c'hoant da skrivañ. Deuet eo er maez tri levr gant ar raktres nevez-mañ. « Navires de légende », eus Bernard Kérébel, unan brav gant luc'hskeudennoù gouelierion hengounel kemeret e-pad gouelioù mor. « Les années Langoustes », eus Guy Malbosc ha Roger Mélénec, war an istor pesk grilh e Kameled. Hag evit echuiñ « Les cinq voyages de l'Antoinette », eus Maurice Trépos, a gontañ deomp an istor un teirgwern tro dro ar bed etre 1903 ha 1912. « Digoret eo hon spered gnat kinnigoù a-ziwar an dachenn mor. Ret eo hon label nevez labour war an danvez-se e bro c'hall a-bezh », a lâr deomp Erwan Chartier.