Yann-Kel Kernalegenn

Yann-Kel Kernalegenn

4ème de couverture

Marv evit ar vro

40 vloaz goude an 29 a viz Gwengolo 1976 e chom kizidik-kenañ c'hoazh ar gouli evit tud zo eus ar vro. 40 vloaz goude marv Yann-Kel Kernalegenn war dachenn kamp Ti Voujeret, ne zisoñjer ket ar stourmer ezel eus an FLB, nag ar mignon, nag an dud a oa tost outañ. Adembann a reomp lod eus e skridoù dastumet ar wech kentañ gant e vignoned, un nebeut amzer goude darvoudoù mantrus kamp Ti-Voujeret. Moullet int bet gwechall a-drugarez da "Komz hag arz breizhek" ar gevredigezh hag a embanne ar gazetenn Yod Kerc'h. Ur pennadig a gont darvoudoù nozvezh kamp Ti-Voujeret.

Ral a wech ur stourmer a zo bet ken enoret ha Yann-Kel Kernalegenn gant kanerien, sonerien pe barzhed eus Breizh. Ar re vrudetañ: Alan Stivell, Glenmor, Youen Gwernig, Anjela Duval, Denez Abernot… o deus savet diwar-benn paotr an FLB kanaouennoù, tonioù, barzhonegoù… fromus-tre an aliesañ. Kinnig a reomp un nebeud deusouto.

Stroll

Spered Gouez

ISBN : 978-2-916820-13-2

6€